| franēais | brezhoneg |
|
|
Perak emezelań ouzh ar
gevredigezh Diwanet ?
|
Degemer mat d'an holl re a zo bet skoliataet e Diwan
poent pe boent !
Pedet oc'h da gemer perzh er gevredigezh Diwanet hag a vod holl skolidi
gozh Diwan. Lod ac'hanomp o deus kuitaet Diwan abaoe pell, ha lod all
a zo o paouez mont kuit. Un doare eo deomp d'en em vodań en-dro,
da welet petra eo deuet ar re all da vezań, da adsevel liammoł kenetrezomp,
da gaout tro da gaozeal brezhoneg... |
|
· Bep bloaz, da vare Nedeleg, e vez graet gouel asambles. Ur meuz eus ar re wellań a ginnigomp dan izili (feijoada, kouskous...).
· War lodenn brevez al lechienn-mań eo bet krouet ur foromig evit an izili. Keleier a bep seurt, sońjoł, evezhiadennoł a cheller kavout ha lakaat aze. Titouroł diwar-benn an hent bet graet gant ar re all abaoe mo deus kuitaet Diwan, titouroł diwar-benn obererezhioł Diwanet, kinnigoł-labour e brezhoneg a cheller kavout ouzhpenn-se war al lechienn.
· Abaoe miz mae 2007 e resev pep ezel ul lizher-kelaouiń « weblizher Diwanet » dre bostel. El lizher-se e kaver keleier berr, aes da lenn diwar-benn darvoudoł ar miz.
|
Met, ouzhpenn a zo : sikour ar brezhoneg hag ar sevenadur da vont war-raok a fell deomp.
Abaoe deroł ar gevredigezh ez omp kroget da vroudań ar brezhoneg : |
|
· Gouel 10 vloaz al lise Diwan : aozet eo bet ganeomp (Even 2005)
· Gouel Devezh ar Brezhoneg : kenlabouret start hon eus er gouel-se (Even 2006)
· Redadeg a-eileg « reiń lańs dar yezh » e skolaj Diwan ar Releg : kemer a reomp perzh er redadeg-se abaoe 2005
· Bodad-preder Diwanet « ar brezhoneg er skolioł » : un dek bennak a izili en em vod bep an amzer evit eskemm ha prederiań war an temad-se, gant ar pal ober kinnigoł fetis
· Bodad brezhoneg Diwan : kemer a reomp perzh en emvodoł a vez gant ar bodad-se abaoe 2006
· An Taol Lańs e Karaez : kenaozet hon eus ar genstrivadeg sonerezh-se gant ar gevredigezh Dazont ar Yezh (Even 2007).
|
E-doug ar bloavezh 2007-2008 e kendalchimp da reiń lańs dar brezhoneg :
|
|
· Emvodoł reoliek gant bodad brezhoneg Diwan
· Emvodoł reoliek gant bodad-preder Diwanet
· Emvod-meur Diwan : kinnig a raimp Diwanet e-kerzh an emvod-se
· 30 vloaz Diwan : e Karaez e vimp evit ar gouel vras a vo dan 2, 3 ha 4 a viz Mae 2008
· « ar Redadeg evit ar brezhoneg » : kemer a raimp perzh er Redadeg vras-se
· An Taol Lańs e Karaez : kenaozań a raimp ar gouel-se gant ar gevredigezh Dazont ar Yezh.
|
Evit kas da benn an holl raktresoł-se e rankomp en em strollań, bezań holl asambles ! Ma vez muioch-mui e Diwanet e chellimp sevel raktresoł eus ar re wellań evit ar brezhoneg hag ar sevenadur hag hor bo muioch a blijadur choazh o vevań e brezhoneg !
Deuit ganeomp da gemer perzh e gouel vras ar brezhoneg hag ar sevenadur en ur zont da vezań EZEL EUS DIWANET !
|